26 Mae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1538 : skarzhet eo Jean Calvin diouzh Jeneva ha rankout a ra mont da vevañ en harlu e Strassburg e-pad tri bloaz.
- 1664 : krouet Kompagnunezh an Indez dre lizher-aotren.
- 1805 : Napoleon Bonaparte ("Napoleon Iañ") a gemer an titl a Roue Italia ha kurunet eo gant Kurunenn houarn Lombardia en iliz-veur Milano.
- 1828 : ar bugel gouez Kaspar Hauser a zo kavet e straedoù Nürnberg.
- 1896 : kurunidigezh an impalaer Nikolaz II a Rusia
- 1908 : e Masjid-al-Salaman, en Iran, e kroger da gorvoiñ ar c’hentañ puñs tireoul er Reter nesañ.
- 1918 : savidigezh republik demokratel Jorjia.
- 1923 : er Mañs eo aozet ar c’hentañ redadeg 24 eurvezh evit ar c’hirri.
- 1963 : savidigezh an Aozadur evit Unaniezh Afrika.
- 1965 : gounezet e gentañ Kib Bro-chall ar vell-droad gant Stad Roazhon UC, trec'h 3-1 war UA Sedan-Torcy.
- 1966 : Gwiana Breizh-Veur a zeu da vezañ dizalc’h, dindan an anv Guyana.
- 1986 : gant Kumuniezh Europa eo degemeret banniel Europa.
- 1993 : Aet ar maout gant skipailh Olimpek Massilia ouzh hini ar Milan AC e Kevre ar gampioned (1-0). Ar skipailh 1añ eus Frañs bet gounezet kib priziusañ Europa eo an OM.
- 1948 : Krouadur Tsahal, an arme israelian evit erlec'hian an Haganah.
- 2011 : harzet eo Ratko Mladić e Serbia
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1822 : Edmond de Goncourt, skrivagner gallek († 1896).
- 1907 : John Wayne, aktour amerikan († 1979).
- 1907 : Jean Bernard, mezeg gall († 2006).
- 1912 : János Kádár, kentañ ministr Hungaria († 1989).
- 1926 : Miles Davis, soner jazz amerikan († 1991).
- 1944 : Yann-Fañch Prigent, melldroadour († 2009 e Sant-Maloù).
- 1964 : Lenny Kravitz, kaner amerikan.
- 1965 : Friso Nijboer, mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù izelvroat.
- 1985 : Laura Costantini, mestrc'hoarierez echedoù italian, Kampionez Italia e 2002.
[kemmañ] Marvioù
- 1421 : Mehmet I, sultan, adsaver an Impalaeriezh otoman (g. 1389).
- 1845 : Jónas Hallgrímsson, skrivagner islandek (g. 1807).
- 1883 : Abd al-Qadir pe Abdelkader, brogarour ha den-Stad eus Aljeria (g. 1808).
- 1976 : Martin Heidegger, prederour alaman (g. 1889).
- 2008 : Sydney Pollack, aktour, produour ha filmaozour eus ar Stadoù-Unanet (g. 1934).