Eppillus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eppillus (Galianeg marc'hig) a oa roue ar rouantelezh-gliant eus an Atrebated. Mab e oa da g-Commius, unan eus ar pennoù galian o-doa harpet Caius Julius Caesar e-pad aloudabeg Galia kent stourm outañ asambles gant Vercingetorix.

Goude marv Commius, war-dro -20, ez eas Eppillus da roue asambles gant e vreur Tincomarus. Noviomagus (Chichester) hiziv a oa e benngêr tra ma oa Calleva Atrebatum (Silchester) hini Tincomarus.

Da roue nemetañ ez eo aet Eppillus e 7 ha rankout a reas mont da repuiñ e Roma. Goude an amzeriad-se e kaver an titour Rex war pezhioù kognet gant Epillus, ar pezh ar ziskouez e oa-eñ anavezet gant Roma.

War-dro 15 ez eas Verica da roue an Atrebates. D'an amzeriad-se, avat, e kroger da gavout añv Epillus war ar pezhioù kognet gant meuriad ar C'hantiaci. Posupl eo e oa kaset kuit Epillus gant Verica hag e oa oblijet da repuiñ e Kent ma yeas da roue adarre. Posupl eo ivez ez eo aet da roue ar C'hantiaci hag en-doa lezet rouantelezh an Atrebates da Verica en eun doare peoc'hek pe n'en-deus an Epillus eus Kent darempredoù ebet gant hini a renas war an Atrebates.


En e raok:
Commius
Roue an Atrebated
(7-15)
War e lerc'h:
Verica
Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all