24 Eost
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 79 : dislonkadenn Menez-tan Vesuvio. Goloet eo kêrioù Pompeii, Herculaneum ha Stabiae gant al ludu.
- 410 : kregiñ a ra ar Wizigoted da breizhañ Roma.
- 1456 : peurvoullet eo Bibl Gutenberg.
- 1572 : e-pad an noz ez eus lazhet miliadoù a Brotestanted e Pariz.
- 1704 : Brezel war-vor Vélez-Málaga er su da Válaga (Brezel Hêrezh Spagn).
- 1821 : sinet eo Feur-emglev Córdoba etre Spagn ha Mec'hiko a zeu da vezañ ur stad dizalc'h.
- 1839 : embannadur kentañ ar Barzaz Breiz e Pariz.
- 1912 : dont a ra Alaska da vezañ unan eus stadoù ar Stadoù Unanet.
- 1968 : Taol Canopus a-us da atoll Fangataufa (Polinezia C'hall) ; Bro-C'hall he deus he bombezenn H.
- 1991 : Ukraina a embann ez eo dizalc’h diouzh an Unaniezh Soviedel.
- 1995 : lañset eo Windows 95 gant Microsoft Corporation.
[kemmañ] Sportoù
- 1920 : Paul Fritsch, bokser gall, a ya da gampion olimpek en Antwerpen (Belgia).
- 2008 :
- skipailh gall ar vell-dorn (paotred) a ya da gampion olimpek e Beijing.
- klozadur an XXIXvet C'hoarioù Olimpek hañv e Beijing gant Jacques Rogge, prezidant belgian ar Poellgor etrebroadel olimpek.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1113 : Jafrez V (Geoffroy le Juste ha Geoffroy Plantagenêt e lesanvioù), kont Anjev, diazezer tiernac'h ar Plantagenêts († 7 a viz Gwengolo 1151 e Chateau-du-Loir (Sarthe a-vremañ)).
- 1393 : Arzhur III (dug Breizh) († 26 a viz Kerzu 1458 e Naoned).
- 1859 : Fañch al Lae, romantour brezhonek († 25 a viz Mae 1937 e Lokireg).
- 1899 : Jorge Luis Borges, skrivagner spagnolek eus Arc'hantina († 14 a viz Mezheven 1986 e Jeneva (Suis)).
- 1916 : Léo Ferré, barzh, kaner-sonaozer ha pianoour gall († 14 a viz Gouere 1993 e Castellina in Chianti (Italia)).
- 1919 : Benny Moré (Maximiliano Bartolomé Moré Gutierrez e anv gwir), kaner-sonaozer kuban († 19 a viz C'hwevrer 1963 e La Habana).
- 1922 : René Lévesque, kentañ ministr Kebek († 1añ a viz Du 1987 e Montreal).
- 1929 : Yasir Arafat (ياسر عرفات), politikour palestinat, prezidant Aozadur Dieubiñ Palestina, Priz Nobel ar Peoc'h e 1994 († 11 a viz Du 2004 e Clamart (Hauts-de-Seine) a-vremañ)).
- 1947 : Paulo Coelho, skrivagner eus Brazil.
[kemmañ] Marvioù
- 79 : Plinius an Henañ (Gaius Plinius Secundus e anv gwir), skrivagner latin (° 23 e Como a-vremañ (Italia)).
- 1832 : Nicolas Léonard Sadi Carnot, fizikour hag ijinour gall (° 1añ a viz Mezheven 1796 e Pariz).